Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:7
32 Referencias Cruzadas  

Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?


Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Rak evidomp, dre ar Spered, e c’hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,


kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?


ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.


Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.


hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos