Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.
Sant Ian 21:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, hen a lavaraz an dra‐ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue. Ha goude beza komzet evel‐se, e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun. |
Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c’hourizes da-unan hag ez aes e-lec’h ma felle dit, met pa vi kozh, ec’h astenni da zaouarn, hag unan all a c’hourizo ac’hanout hag a gaso ac’hanout e-lec’h na fello ket dit mont.
Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.
hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.
o c’houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.
Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU , met servijit an AOTROU a holl galon.