Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.
Sant Ian 20:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. |
Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.
Neuze e lavarjont an eil d'egile: Ne reomp ket brav. An deiz-mañ a zo un deiz a geloù mat, hag e chomomp dilavar! Mar gortozomp betek ma vo deuet an deiz, an direizhder hon tapo. Deuit bremañ, deomp da zisklêriañ ar c'heloù-se da di ar roue.
Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!
eveshait he moger-difenn, sellit pizh ouzh he falezioù, evit o disklêriañ d'ar rummad da zont.
Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
hag it raktal ha lavarit d’e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc’h.
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc’h c’hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c’haset.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.
met bremañ e c’hoantaont unan gwelloc’h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n’en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.