Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

50 Rag piou‐benag a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou, hennes eo va breur ha va c’hoar ha va mam.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

50 Rac pihue‐benac e hra pé en dès hourhemennet me zad péhani e zou en nean, hinnéh e zou mem brèr ha me hoèr, ha me mam.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:50
38 Referencias Cruzadas  

Va savete eus genoù al leon, va zenn eus kerniel ar bualed!


Ul liorzh kloz eo va c'hoar, va fried, ur vammenn serret, ur feunteun siellet.


Hag, oc’h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.


An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.


Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.


C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c’hoarezed, e pep purentez.


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


Ar bed a dremen, e c’hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.


Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos