Sevel a rin bremañ hag e rin tro kêr dre ar straedoù ha dre ar plasennoù. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.
Sant Ian 20:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec’h eus e gaset kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Greg, perag e welez‐te? Piou a glaskez? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan. |
Sevel a rin bremañ hag e rin tro kêr dre ar straedoù ha dre ar plasennoù. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.
Da belec'h eo aet da vuiañ-karet, o te ar gaerañ e-touez ar merc'hed? War-zu pelec'h eo en em dennet da vuiañ-karet? Ni e glasko ganit.
Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Met an ael a lavaras d’ar gwragez: Evidoc’h, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c’hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n’emañ ket amañ, setu al lec’h m’o doa lakaet anezhañ.
O soñjal e oa asambles gant o c’henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhañ e-touez o c’herent hag ar re eus o anaoudegezh.
Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez?
Jezuz, o c’houzout kement a dlee c’hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n’ouzon ket pelec’h o deus e lakaet.
Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ.