Sant Ian 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz ivez a voe pedet da vont d’an eured gant e ziskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. |
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.
Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret.
Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze.
An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
Goude m’o doe bet o gwalc’h, e lavaras d’e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.
Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac’han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,
hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.
An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.
Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma’z emañ hec’h ozhac’h o vevañ. Met ma varv hec’h ozhac’h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.
Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.