Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles.
Sant Ian 19:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen‐maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha; |
Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles.
Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.
Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.
Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.
Pa voent deuet el lec’h anvet: ar C’hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
Bez’ e oa ar skrid-mañ a-us d’e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
Hag e lavaras d’an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon.
Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec’h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
Bez’ ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol.