Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Pa voent deuet el lec’h anvet: ar C’hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen‐maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:33
19 Referencias Cruzadas  

Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.


o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.


Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,


Pa voe peurc’hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c’hoad ha lakaet en ur bez.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Doue hon tadoù en deus adsavet a varv Jezuz, hoc’h eus lazhet en ur stagañ anezhañ ouzh ar c’hoad.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos