Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
Sant Ian 18:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel. |
Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d’ar veleien vras ha d’ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d’ar marv hag e troukroint anezhañ d’ar baganed.
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc’h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N’eo ket aotreet deomp lazhañ un den.
Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.