La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 17:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.

Ver Capítulo



Sant Ian 17:12
17 Referencias Cruzadas  

Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.


Kement-mañ evit ma vije peurc’hraet ar gomz en doa lavaret: Ne’m eus kollet hini ebet eus ar re ac’h eus roet din.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h.


Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,


ha c’hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c’hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din.


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.