Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:9
46 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


An Aotrou a zo a-zehoù dit, bruzunañ a raio rouaned en deiz e fulor.


Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!


Pa gar ac'hanon meurbet, eme an AOTROU, e tieubin anezhañ. Me en lakaio e surentez, dre ma'z anavez va anv.


Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.


Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,


Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.


E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.


Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.


Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.


ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.


Graet eo bet seul-vui uheloc’h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc’h eget o hini,


karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


Rak aet int evit e anv, hep degemer netra digant ar baganed.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos