Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.
Sant Ian 16:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h. |
Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.
Ha setu, ez an da gas deoc’h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc’h-c’hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec’h.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue.
Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.
Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon.
Ha pa vo deuet, e kendrec’ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec’hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,
Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,