Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:7
19 Referencias Cruzadas  

Evidoc’hc’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.


E gwirionez hen lavaran deoc’h: Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e‐pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl.


Hogen e gwirionez hen lavaran deoc’h: Beza ez euz hinienou euz ar re a zo aman prezant, ha na varvint ket, araog m’ho devezo gwelet rouantelez Doue.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin‐me.


Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun.


Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez:


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


Neuze Per, o komz outhe, a lavaraz: Gwelet a ran e gwirionez, penaos Doue na zell ket ouz apparans an dud;


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez.


rag hon affliction skanv euz an amzer brezant a zeu da brodui enomp eur pouez eternel a c’hloar meurbed excellant;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos