Sant Ian 15:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra. |
met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.
N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.
Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.
N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.
evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c’horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac’hanomp ezel an eil ouzh egile,
Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.
Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.
An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
Rak evel ma’z eo unan ar c’horf ha ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c’horf, petra bennak ma’z int kalz, ur c’horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist.
Hogen an hini a ro an had d’an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
N’eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.
pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.