Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 1:11
34 Referencias Cruzadas  

Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.


Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc’h.


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


Hogen an hini a ro an had d’an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder


evit ma servijimp da veuleudigezh e c’hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.


hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc’hennet da veuleudigezh e c’hloar.


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


N’eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


Gwir eo penaos pep kastiz n’en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc’hius a reizhder d’ar re a zo bet evel-se kelennet.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos