Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Debriñ a reont pec'hedoù va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:8
18 Referencias Cruzadas  

Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.


An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.


Salm David. AOTROU, sevel a ran va ene etrezek ennout.


Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?


Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en Israel, hag a bella diouzhin hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed evit va goulennata drezañ, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan.


Troet hoc'h eus an drougiezh ha medet ar fallagriezh, debret hoc'h eus frouezh ar gaou, rak fiziet ec'h eus ez hent, e niver da dud nerzhus.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Perak hoc'h eus pellaet gant taolioù-treid va aberzh ha va donezon am eus gourc'hemennet d'ober em chomlec'h? Hag ec'h eus enoret da vibien muioc'h egedon, evit en em lardañ gant ar gwellañ eus donezonoù Israel va fobl?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos