Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:7
15 Referencias Cruzadas  

Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioù.


Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.


Debriñ a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.


Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.


Strollad an aberzhourien a zo evel ar bandennoù a spi an dud hag a zrouklazh war hent Sichem, rak ober a reont torfedoù.


Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouañs.


Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!


Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos