Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.
Peogwir o deus servijet anezho dirak o idoloù, hag o deus graet da di Israel kouezhañ en direizhder, en abeg da-se em eus savet va dorn en o enep, eme an Aotrou AOTROU, hag e tougint o direizhder.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.
Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.
En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.
O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.