Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Debriñ a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:10
18 Referencias Cruzadas  

Goude marv Jehojada, pennoù Juda a zeuas hag a stouas dirak ar roue. Hag ar roue a selaouas anezho.


Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!


Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.


An den reizh a zebro hag en devo e walc'h, met kof ar re zrouk en devo dienez.


Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ.


Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoù an AOTROU outañ? Piv a zisklêrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec'h, hep den da dremen drezañ?


Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.


droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhañ gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioù, tud eus da greie o deus graet traoù euzhus,


Ne gastizin ket ho merc'hed dre ma c'hastaouont, nag ho merc'hed-kaer dre ma'z avoultront, rak ar wazed o-unan en em denn gant gisti hag a aberzhont gant ribodezed. Hag ar bobl, diboell, a gouezho.


Holl ez int avoultrerien, heñvel ouzh ur forn tommet gant ur baraer, a baouez da c'hwezhañ an tan adalek ma'z eo mezet an toaz betek ma'z eo goet.


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Debriñ a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.


hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos