Sant Ian 15:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha c’hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc’h adalek ar penn-kentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha c’houi ive a roio testeni, rag ganen emoc’h adaleg ar pen‐kenta. |
An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl.
Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d’ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C’hrist.
En noz war-lerc’h, an Aotrou a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec’h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.
Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c’hras vras a oa warno holl.
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.
Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.