Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Hag an hini hen deuz gwelet kement‐se, hen deuz roet testeni euz an dra‐ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:35
15 Referencias Cruzadas  

Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout.


Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.


Henn lavaret em eus deoc’h bremañ a-raok ma c’hoarvezo an dra, evit pa vo c’hoarvezet, e kredot.


Ha c’hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc’h adalek ar penn-kentañ.


Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c’hichen an diskibl a gare, a lavaras d’e vamm: Gwreg, setu da vab.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.


Ni a zo testoù eus an holl draoù en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem. E lakaet o deus da vervel o stagañ anezhañ ouzh ar c’hoad.


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:


Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ, deoc’h-c’hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc’h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c’hellot krediñ en anv Mab Doue.


An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos