Sant Ian 15:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes kement‐se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen: Va c’haseet ho deuz heb rezon. |
Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!
Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.
Yac’hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed?
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Ha graet em eus ur pec’hed oc’h en em izelaat va-unan evit ma vijec’h uhelaet, en ur brezeg deoc’h evit netra Aviel Doue?
Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.
N’hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec’h da hini ac’hanoc’h.
Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.