Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mes kement‐se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen: Va c’haseet ho deuz heb rezon.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:25
16 Referencias Cruzadas  

Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk‐sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


Jesus a respontaz dezhe: Ha n’eo ket scrivet en ho lezen: Lavaret em euz: C’houi a zo doueou?


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Hogen, an traou‐ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e‐bed dezhan na vezo torret.


Hogen, gouzoud a reomp penaos kement tra a lavar al lezen, hen lavaret a ra d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo serret pep genou, ha ma vezo ar bed holl anavezet evit beza coupabl dirag Doue.


ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus‐Christ,


Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va‐unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue?


Ne lakan ket gras Doue da veza didalvoudus; rag mar deu ar justis euz al lezen, neuze maro ar C’hrist n’eo servichet da vad e‐bed.


ha n’hon euz debret bara den e‐bed evit netra, mes ma’z omp bet er skuizder, hag er boan, o labourat noz‐deiz, evit miret da zamma hini ac’hanoc’h.


Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos