Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras: Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo? Izaak a respontas: Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi.
Sant Ian 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad? |
Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras: Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo? Izaak a respontas: Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi.
D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul labous?
Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skañv o kantreal,
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.
Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ?
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec’h anavezit anezhañ hag hoc’h eus e welet.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n’eus ket a adsavidigezh a varv?
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.