Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:9
16 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a respontaz dezhe: O raç incredul, pegeit e choumin‐me ganeoc’h? pegeit e supportin‐me ac’hanoc’h? Digassit‐hen d’in.


Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man?


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Me hag an Tad a zo unan.


Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset.


En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h.


Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad; hag A‐vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.


Lavaret a rent eta dezhan E pe leac’h ema da Dad? Jesus a respontaz: Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.


Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a‐douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo?


pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue;


Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta‐ganet euz an holl grouadurien.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos