Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:10
26 Referencias Cruzadas  

Me hag an Tad a zo unan.


Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.


Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze?


Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan.


En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h.


An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re‐me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive.


Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.


Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.


Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.


Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue; Abraham n’hen deuz ket great kement‐se.


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he‐unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.


Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder;


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered‐Santel, hag an tri‐ze a zo unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos