Sant Ian 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re‐man, dre ma’z an da gavoud va Zad.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d’ar spered: Me a c’hourc’hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac’haet eus o c’hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez.
en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c’holeiñ hiniennoù anezho.
Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas.
dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.