Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re‐man, dre ma’z an da gavoud va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:12
28 Referencias Cruzadas  

Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen‐fiez a rajec’h hep‐ken; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez‐man; Sav alese, hag en em daol er mor, kement‐se a erruje.


Hag o velet a‐ziabell eur vezen‐fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra‐benag enhi; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou; rag ne oa ket amzer ar fiez.


Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo: Kas a raint kuit an drouk‐sperejou em hano; komz a raint langachou nevez;


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h.


Rag en kement‐man, ar gomz‐man a zo gwir: Unan a had, hag eun all a ved.


Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re‐man, evit ma viot souezet.


Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue.


Ober a reaz kement‐se e‐pad meur a zevez; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered: Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus‐Christ, mond er meaz euz ar plac’h‐se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.


en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk‐sperejou a iea er meaz anezhe.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet; hag en devez‐se e oe lakeat var‐dro tri mil ene e niver an diskibien.


Petra a raimp‐ni d’an dud‐ze? rag an holl en Jerusalem a anavez mad, ho deuz great eur miracl en gwirionez, ha ne hellomp ket hen nac’h.


Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a resurrection an Aotrou Jesus; ha bez’ e oa eur c’hras vraz varnezhe holl.


Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var‐dro pemp mil.


en hevelep doare ma vije douget ar re glanv er ruiou, ha ma vijent lakeat var gweleou ha var golc’hejou, evit pa dremenje Per, ma teuje da vihana he skeud da c’holo unan‐benag anezhe.


Ha ger Doue a rede, hag an niver euz an diskibien a greske kalz en Jerusalem. Hag eun niver braz euz ar veleien a zente ouz ar feiz.


Rag ar sperejou impur a iea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet.


Ha Per a lavaraz dezhan: Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud; sav, ha gra da vele. Ha rag‐tal e savaz.


Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz: Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou‐lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze.


dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou; dre c’halloud ar Spered a Zoue; en hevelep doare ma em euz prezeget dreholl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou trovar‐dro, beteg an Illyria.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos