Sant Ian 12:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog. |
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d'ar Galdeiz, aon am eus da vezañ lakaet etre o daouarn ha da vezañ gwallgaset.
An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,
Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ.
Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.
Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c’houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d’e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.
Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
Dre gement-mañ eo ec’h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig a zo eus Doue,