Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c’houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d’e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

38 Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:38
9 Referencias Cruzadas  

Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,


Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien.


E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.


Pa voe peurc’hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c’hoad ha lakaet en ur bez.


hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos