Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:42
25 Referencias Cruzadas  

Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.


Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue.


Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe:


Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den.


Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.


rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus.


Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou‐benag ho lakai d’ar maro.


Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


He dad hag he vam a lavaraz kement‐se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan‐benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog.


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Ar re‐man eta a ieaz kuit a‐zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus.


Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, evit kaoud ar zilvidigez.


Piou‐benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue.


Anavezit Spered Doue en kement‐man: kement spered hag a anzav penaos Jesus‐Christ a zo deuet er c’hig, a zo a‐berz Doue;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos