Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Izaias a lavaraz an traou‐ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c’hloar ha pa gomzas diwar e benn.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:41
13 Referencias Cruzadas  

Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel; hag int eo a rent testeni ac’hanoun;


An holl brofeted a ro an desteni‐man divar he ben, penaos piou‐benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos