Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 12:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 rak karout a raent muioc’h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:43
20 Referencias Cruzadas  

Rag‐se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans.


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Hag hen a lavaraz dezhan: Mad, servicher mad; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear.


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?


An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan.


Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.


mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren; ha meulodi ar Judeo‐ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.


da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite;


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Rag n’e ket an hini en em recommand he‐unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.


Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e‐touez ar re all; petra‐benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus‐Christ, poueza gant otorite, koulskoude, ez omp bet dous en ho touez.


mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos