La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 11:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hogen, n’e ket anezhan he‐unan e lavaraz kement‐man, mes o veza beleg‐braz er bloaz‐ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl;

Ver Capítulo



Sant Ian 11:51
23 Referencias Cruzadas  

Hag e lakai war gwisk-bruched ar varn an Urim hag an Tummim, hag e vint war galon Aaron pa'z aio dirak an AOTROU . Hag e tougo Aaron barn mibien Israel war e galon dirak an AOTROU , dalc'hmat.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


An AOTROU a zigoras genoù an azenez, a lavaras da Valaam: Petra am eus graet di, ma ec'h eus skoet ganin teir gwech?


Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.


Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C’hwi n’ouzoc’h netra,


hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.


Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.


Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.