Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 20:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 El n’e quet deit Mab en Dén eit bout cherviget, mæs aveid chervigein, ha rein é vuhé aveid dasprena‐dureah calz a dud.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:28
35 Referencias Cruzadas  

neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou.


Fiziout a reont en o madoù, hag e tennont gloar eus fonnusted o finvidigezh.


Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.


Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c’hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


Rak Mab an den n’eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.


Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.


Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N’eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.


Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos