Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Sant Ian 11:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret; hag e lavaraz: |
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.
ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d’ar bez.
Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ.
Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.