Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Sant Ian 10:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue. |
Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.
An hini a vallozho anv an AOTROU a vo lakaet d’ar marv, an holl vodadenn a veinataio anezhañ; kenkoulz an diavaeziad evel an henvroad, pa vallozho an Anv, e vo lakaet d’ar marv.
ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann.
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.
Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.