Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:10
18 Referencias Cruzadas  

Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Tud kêr Nabod, an henaourien hag ar pennoù a oa o chom en e gêr, a reas evel m'he doa gourc'hemennet Jezabel dezho, hag hervez ma oa skrivet el lizhiri he doa kaset dezho.


Hag e skrivas el lizheroù ar gerioù-mañ: Embannit ur yun ha lakait Nabod e penn ar bobl.


Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?


Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.


Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.


Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.


Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue.


Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec’h santel-mañ hag a-enep al lezenn,


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Un test hepken ne vo ket a-walc'h evit un torfed bennak pe evit ur pec'hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos