Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Sant Ian 10:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan: Pegeit e talc’hi‐te hor spered en douetans? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp. |
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren.
Evel ma oa ar bobl o c’hortoz ha ma c’houlenne an holl en o c’halon hag eñ ne oa ket Yann ar C’hrist,
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc’h abaoe ar penn-kentañ.
Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.