Sant Ian 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo ar mesaer mad; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe, |
Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.
An devezhour a dec’h, abalamour ma’z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist
Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc’husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d’ar re gentañ.
Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.
Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.
Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.
Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n’out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!
Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c’hell he serriñ, dre ma ec’h eus bet nebeut a nerzh, ma ec’h eus miret va ger ha ma ne’c’h eus ket nac’het va anv.