Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Me eo ar mesaer mad; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:14
23 Referencias Cruzadas  

Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved.


Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved.


Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus‐Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez;


hag anaoud karantez ar C’hrist, pehini a zo dreist pep gwiziegez, evit ma veot leuniet gant an holl leunder a Zoue.


Ouzpen‐ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus‐Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist,


Abalamour da ze ive eo e souffran an traou‐man; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz‐ze ar pez em euz fiziet enhan.


Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero!


Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos