Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Sant Ian 1:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me n’anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evidoun‐me n’hen anavezen ket; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel. |
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.
Me n’anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.