penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoù, netra hag a zo dit, e doare na lavari ket: Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon!
Sant Ian 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou. |
penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoù, netra hag a zo dit, e doare na lavari ket: Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon!
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Kalz a dud a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n’en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N’on ket, met setu, e teu war va lerc’h an hini n’on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid.
Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.