Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:27 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:27
9 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret: Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou‐man: An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.


He‐man eo an hini euz a behini e lavaren: Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.


Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent: Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e‐bed; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he‐man a zo gwir.


Ha pa oa Ian oc’h achui he redaden, e lavare: Piou a sonj deoc’h ez oun‐me? N’e ket me eo ar C’hrist; mes va goude, e teu an hini n’oun ket dign da zilassa dezhan he voutou.


Neuze Paol a lavaraz: Ian evit‐gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos