Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Sant Ian 1:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n’anavezit ket anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz: Evidoun, me a vadez en dour; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket. |
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
rak Yann en deus badezet en dour, met c’hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù.
Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c’hwi a vo badezet er Spered-Santel.
Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.