La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Galated 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Mar d-oc’h renet gant ar Spered, n’oc’h ket didan al lezenn.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mar d’och renet gant ar Spered, n’emoc’h ket dindan al lezen.

Ver Capítulo



Galated 5:18
18 Referencias Cruzadas  

Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoù ar varnedigezh,


Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.


Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.


Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig evit bevañ hervez ar c’hig.


Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


douster, mestroni an-unan. Al lezenn n’eo ket a-enep an traoù-se.


Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.


evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,


Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.