Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hogen oberoù ar c’hig a zo anat: bez’ int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hogen, oberou ar c’hig a zo anat, hag an oberou‐ze a zo: an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, al lubricite,

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:19
30 Referencias Cruzadas  

Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.


Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.


Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.


Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.


Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.


Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Tec’hit diouzh an hudurniezh. Kement pec’hed a ra un den a zo er-maez eus ar c’horf, met an hini a ra hudurniezh a bec’h a-enep e gorf e-unan.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.


An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos