Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Galated 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou‐lagad hoc’h‐unan, ha roet anezhe d’in‐me. |
Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.
Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d’o galloud,
evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.
ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.
Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,
Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc’h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz.
evel-se, leun a evezh evidoc’h, hor bije karet reiñ deoc’h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc’h ur garantez vras.