Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha deuet oun‐me eta da veza enebour deoc’h, en eur lavaret deoc’h ar wirionez?

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:16
17 Referencias Cruzadas  

Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.


Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout.


Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac’hanon.


Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?


Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc’het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.


Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din.


Gredus int evidoc’h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito.


Redek mat a raec’h, piv en deus ho harzet ma ne sentit ken ouzh ar wirionez?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos