Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Gredus int evidoc’h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Sourci ho deuz evidoc’h; mes n’eo ket gant lealded: er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez‐vad evithe.

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:17
14 Referencias Cruzadas  

Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.


Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Breudeur, meuliñ a ran ac’hanoc’h abalamour ma hoc’h eus soñj ac’hanon e pep tra ha ma virit va c’helennadurezh evel ma em eus he roet deoc’h.


Hogen hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.


Dija hoc’h eus resevet ho kwalc’h, dija ez oc’h pinvidik, emaoc’h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc’h.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?


Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa’z on ganeoc’h en ho touez.


rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos